àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un diouer a zour e Burkina Faso

Un diouer a zour e Burkina Faso

Un diouer a zour zo er mare-mañ a-gaoz da chenchamant an hin. Start eo ar jeu e Burkina Faso.

An enkadenn ekologel a ya gant un enkadenn bolitikel 'zo er vro… Ar bloaz tremenet oa savet taolieù stad gant an arme… Ar brezel hag ar prizioù a gresk hag ar bopl zo lakaet en arvar. Abaoe mil nav c’hant steiteik ha tri ugent e klask  BAM Bretagne mont da skirout poblañs Bro Burkina Faso. Ar gevredigezh-se a labour gant rannvro Bam, e Burkina,  ha dreist-holl gant kêriadenn Kongoussi, e norzh Ouagadougou. Gant BAM Bretagne oa savet obererezhioù e Kongoussi… Savet eo bet un ti evit ar re yaouank, ur levraoueg hag ur skol. N’eus ket pell zo he deus labouret BAM Bretagne war un takad da gas dour en ur gêriadenn e-kichen Kongoussi. Dour da evañ zo ur sujed a-bouez e Burkina Faso.

 

Herri Morvan, ezel eus Bam Bretagne, gant Erwan Blanchard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio