Ne vo ket moullet timbroù ruz ken
Embannet zo bet gant Ar Post e penn-kentañ ar miz ne vefe ket moullet timbroù ruz ken, a servije da gas lizhiri eus un deiz d'egile. Herzhel a raio ivez tud al lizhiri d'ober troioù pemseziek tamm ha tamm. Peadra da zismantrañ servij an Ti Post evit an UDB ha da grouiñ muioc'h a zisingalderioù c'hoazh etre ar bourc'hioù bihan war ar maez hag ar c'hêrioù bras. Maxime Touze, dilennad UDB e kuzul-kêr Douarnenez, a zispleg deomp hiroc'h.
E Landivizio eo e raio Ar Post un taol-aesae e Penn-ar-Bed evit digreskiñ niver troiadoù tud al lizhiri.
Maxime Touze a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.