àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Goudorioù an eil brezel bed en Oriant

Goudorioù an eil brezel bed en Oriant

Pevar ugent bloaz ‘zo oa bet distrujet kêr gant bombezennoù, e-pad an eil brezel bed.

An « deiz-ha-bloaz » se oa un digarez da zizoloeiñ goudor ar Blasenn Alsace-Loraine e-pad an dibenn sizhun. Yuna Kojan zo aet d'ober un tamm tro eno, gant Alain ar Sann a zo bet kelenner istor-geografiezh. Ar goudor dindan an douar en doa gwarezet annezidi hag annezadezed ar gêr ha soudarded Bro Alamagn e-pad ar bombezadegoù. Ul lec’h strategel porzh an Oriant evit Bro Alamagn, evel Brest pe Sant-Nazer. Savet oa bet bunkerioù bras evit al listri-spluj… Ar savadurioù-se zo chomet war-sav goude bombezadegoù arme Bro Saoz ha Stadoù Unanet… Met n’eo ket memes mod evit tiez an Oriant.

Ha bep daou viz adalek miz C’hwevrer vo moian mont da welet ar goudor e plasenn Alsace-Loraine. Aozet eo ar gweladennoù gant servij an dielloù kêr an Oriant.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio