Linenn dren etre Rosko ha Montroulez: ul linenn evit an dazont
Kempenn al linenn dren etre Montroulez ha Rosko ha lakaat an trenioù da vont ha dont en dro etre an div gêr... Serret e oa bet al linenn e 2018. Distrujet e oa ul lodenn anezhi gaozen d'ar gwall amzer... ha dilezet al linenn gant an SNCF... Re ger e vefe bet kas al labourioù kempenn : war dro 50 million a euroioù... Fin ar bloaz 2022 e oa savet ur stroll nevez gant strolladoù politikel eus bro Montroulez evit ma vo trenioù en dro etre Rosko ha Montroulez... Manifestiñ a refont warc'hoazh da 2e30 dirak an ti gar 'ba Rosko... Perak un tren 'vit kas ar 25 km 'ezo etre an div ger... Selaouomp Fabris Kadou, une eus mouezhioù-aotre ar stroll. Gant Erwan Blanchard.