Kendiviz war lazhadeg ar stourmerezed kurd e 2013
Diryaou termenet e oa bet aozet ur c’hendiviz er vodadeg vroadel diwar-benn lazhadeg ar stourmerezed kurd e 2013. Sakine CANSIZ, Fidan DOGAN ha Leyla SAYLEME a oa bet lazhet e Pariz e 2013. Pal ar c’hendiviz-se a oa kaout justis evite ha ma c’hallfe ar varnerien implijout teuliadoù ar servijoù kuzh gall a zo c’hoazh e rummad ar sekred difenn. Buhezet e oa an emvod-se gant Frederic Mathieu kannad Frañs disuj Roazhon ‘sambles gant kannaded all hag ar CDK-F Kuzul demokratel kurd Bro-c’hall. Gael Le Ny, bezprezidant keneildedoù kurd Breizh a oa en emvod-se. ur pennad-kaoz gant Anton Burel.