àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar meurzh 17 a viz Genver 2023 - 8e30

Keleier ar vro d'ar meurzh 17 a viz Genver 2023 - 8e30

Emvod kentañ ar broioù keltiek a vo graet en Oriant d’an 9 ha d’an 10 a viz Meurzh

Sell aze ar pezh a oa bet disklêriet gant prezidant Rannvro Breizh Loïg Chesnais-Girard. A-bouez eo skoulmañ liammoù etre ar broioù keltiek hervez Gael Briand, dilennad en Oriant ha kuzulier "Breizh a-gleiz" er Rannvro. Pennad-kaoz gant Yuna Kojan da selaou AMAÑ.

 

Marvet e oa ar barzh Fañch Peru e fin ar sizhun dremenet

E miz Gwengolo 2021 e oa aet priz Langleiz gantañ ha war an digarez-se e oamp bet o kontañ kaoz diwar e benn gant Frañsez Favereau, ispisialour war al lennegezh vrezhonek... Pennad-kaoz da selaou AMAÑ.

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

- Pevar falc'her e-tal lez-galv Roazhon

- Galv da vanifestiñ e miz C'hwevrer da zifenn ospital Gwengamp

- An tu dehoù-pellañ oc'h esa lakaat nullañ ul lennadeg evit ar vugale e Lambal

- Ur studiadenn gant an Anses diwar an dud mil kizidik douzh ar gwagennoù elektromagnetek

 

Keleier kinniget gant Tomaz Laken

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio