Aet eo Fañch Peru
Marvet e oa Fañch Peru e fin ar sizhun dremenet. Asambles gant e wreg Mari-Terez, marvet n'eus ket keit se zo, en deus bet graet kalz a vad d'ar brezhoneg en-dro da Landreger. Bet 'n eus paotr Ploubêr ha Koñford-Berc'hed ur vuhez leun a stourmer evit ar brezhoneg. Kelenner, stourmer UDB, koñsailher ha maer e barrouz goude-se, animatour ar vuhez pemdez gant ar gevredigezh Kañfarded ar Vilin Gozh pe c'hoazh paotr an adpardonioù hag ar c'hoarioù hengounel. Bet oa ivez ba Kevredigezh an dilennidi brezhonegerien er bloavezhioù 80 da glask kas ar brezhoneg war-raok e buhez publik kumunioù Bro-Dreger. Ur barzh a oa diontañ ivez hag ur skrivagner tost da dud ha da vrezhoneg e vro. E miz Gwengolo 2021 e oa aet priz Langleiz gantañ ha war an digarez-se e oamp bet o kontañ kaoz diwar e benn gant Frañsez Favereau, ispisialour war al lennegezh vrezhonek...
Hag ivez un tamm deus ur varzhoneg lennet gantañ (diwar Dastumedia) hag un tamm deus un atersadenn gant Yann-Bêr Gwiader e 2016