àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ne vo ket savet tourioù-avel war menez Hogene !

Ne vo ket savet tourioù-avel war menez Hogene !

D'ar 5 a viz Genver en devoa prefed Aodoù-an-Arvor nac'het reiñ an aotre da sevel teir rod-avel war Menez Hogene. Hervez diell ar prefeti e tiskouez ar studi war an efejoù e cheñchfe dremm ar vro ha buhez an dud gant an tourioù-avel-se. Gwelet e vefent deus krec'h tosenn Vre, ul lec'h gwarezet, ha deus bourk Louergad. Embann a ra ar prefed ivez eo dleet gwareziñ Menez Hogene ha derc'hen tost dezhañ a-benn kas d'ar rummajoù o tont ar glad naturel-se. Setu aze ur pennad-kaoz gant tud ar gevredigezh Vents Contr'airs bet enrollet pemzektez zo (a-raok na vije embannet diviz ar prefed). Selaouit Michel, Jean-François, Céline ha Max.

 

Dont a ray ar gazetennerez Sioux Berger da Louergad da ginnig he bandenn-dreset Le Prix du vent d'an 3 a viz C'hwevrer.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio