àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Genver

Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Genver

Reform al leveoù

N'eo ket deuet a-benn Elizabeth Borne da gendrec'hiñ ar sindikadoù d'ober un degemer mat da raktres adreizh al leve. 'Neus hini ebet anezho 'zo savet a-du gant kraf pouezhusañ ar reform : bezañ rediet da c'hortoz an oad a 65 bloaz evit gellout mont war e leve. 80% eus ar Frañsizien, hervez ur sontadeg gant an IFOP, a zo enebet krenn ouzh ar fed da vont war o leve adalek an oad a 65 bloaz… Ur soñj 'zo rannet ivez gant ar CFDT 'vel 'pezh 'neus displeget Andre Gars, ezel eus ar sindikad, da Erwan Blanchard...ur pennad-kaoz da selaou AMAÑ.

Da glevout ouzhpenn er c'heleier :

- Bec'h a zo er Stadoù-Unanet etre ar republikaned evit dilenn speaker kambr ar gannaded

- Obidoù ar pab Benead XVI a vo lidet ar mintin-mañ e Roma

- Divontet e vo bag ar Bugaled Breizh e Brest ar bloaz mañ

- Livet eo bet dorioù Matignon gant stourmerien evit an endro

- Kirri-nij evit ar vedisined etre Dijon ha Nevers

- Sinadeg Breizh Unvan

- Tennerien Senegal a c'hello kaout al leve minimum en o broioù orin

 

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio