àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar merc'her 4 a viz Genver 2023

Keleier ar vro d'ar merc'her 4 a viz Genver 2023

An Callin Cuilh (The quiet Girl e saozneg) vo kinniget 'ba kenstrivadeg cinema amerikan "Oscar" e miz Meurzh 2023… Dibabet eo bet 'ba rann filmoù etrebroadel. Pezh zo heverk gant "An Callin Cuilh" eo eo bet c'hoariet ha sevenet en iwerzhoneg penn da benn…  Setu un tamm sell gantañ war ar film iwerzhonad gant Tudi Kreker… AMAÑ

Un atersadenn gant Erwan Blanchard

 

Dour-beuz a oa bet e meur a lec'h er vro disadorn da noz, nozvezh Kalanna. E Kemperle e oa kresket live ar stêr Laïta betek 4m20. Distrujet eo bet ar bitum war kae Surcouf e kêr gant nerzh an dour. Régine Gwilhamot a zo o chom war ar c'hae dirak ar stêr Laïta. AMAÑ

Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier 

- Homaj e koun Benead XVI bet pap etre 2005 ha 2013

- Harz-tennañ e Kolombia : war hent ar peoc'h emañ Kolombia ?

- Linenn Breizhgo nevez etre Plelann-veur ha Redon

- Planter Palioù gwelañ skipailh melldroad Roazhon zo bet gloazet

- Trec'het eo bet ar REC - Skipailh Volleyball Roazhon - a-enep Saint Jean Dillac 

 

Keleier kinniget deoc'h gant Anton Burel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio