Mod nevez an RSA arnodet en Isle-ha-Gwilen!
Un taol-arnod war stumm nevez ar RSA vo kaset 'ba Bro C’hall … An RSA zo ur skoazell arc’hant roet d’an dud 'neunt kollet o gwirioù Pol Implij. Fell a ra d’ar gaournamant kinnig modoù nevez gant ar RSA. Ur prantad-arnod zo lañset, neuze, e deparatamentoù ’zo. En o zouez emañ Isle ha Gwilen. Lakaet en deus e anv an departamant evit arnodin ar prouad-se. Fell a ra d’ar muiañniver, ekologourien ha sokialourien, harpañ an 18 5000 a dud a zo gant an RSA en departamant.
Met goulennet neus dilennidi Il ha Gwilen get ar stad kondisoneù evit lakaet e pleustr ar prantad-arnod se. Ne vo ket lakaet an dud da labourat evit kaout ar gwir-se pe ne vo ket kastizoù ouzhpennet war an dud en RSA. A-du oa ar stad gant ar c’houlennoù-se. Ac’hant vo roet da Il ha Gwilen gant evit lakaet e plas ar prantad « prouad». Olwen Denez, kuzulier departamant, gant Yuna Kojan.