Keleier ar vro d'ar 26 a viz Kerdu 2022- 8e30- Erwan Blanchard
Dalc'het e vo ar festivalioù e 2024 en desped d'ar C'hoarioù Olimpek
Bout vo festivalioù e-pad an hañv e 2024 ! Setu pezh zo bet disklêriet gant ministrerezh ar sevennadur ar sizhun paseet. Aon o doa festivalioù’zo e-keñver o dazont a-gaoz d’ar c’hoarioù olimpel vo dalc’het e Bro C’hall e 2024. Un diouer a boliserion a c'hallfe bout evit aozañ ar festivalioù. Hervez ministrez ar sevennadur ha ministr ar sportoù ne vo ket nullet ar festivalioù e-pad an hañv… Met cheñch a raio deiziadur ar festivalioù e 2024, Yuna Kojan gant Hélène Bonieg. Da selaou amañ
Un tamm sell war ar bloavezh 2022: testeni un ukrenadez war ar brezel en he bro
Hiriv e lakaomp ar gaoz war ar brezel e Ukraina. Bro Russia neus komañset da aloubañ ar vro e miz c’hwevrer. D’an 25 a viz C’hwevrer oa kaset bombezennoù gant an arme rusian war gêr Kiev, ker-benn Bro Ukrena. A-houde deg miz ez eus ur brezel bras er vro. Deomp da Gemper . Un tolpadeg oa aozet e miz Meurz gant kevredigezh difenn gwirioù bugel-den, sindikadoù pe c'hoazh strolladoù politikel. Un nebeut tud a orin deus bro Ukraina a oa ivez. Zoya a zo erruet e bro C'hall ur sizhunvezh hanter 'zo, da adkavout he merc'h, hag a zo o chom e Breizh ugent vloaz 'zo. Goulennet he deus Tunvezh Gwlagen-Grandjean digant Zoya petra a c'hortoze hi deus an negosiasionoù. Da selaou amañ