Un tamm sell war 2022: Un testeni gant ukrenadez war ar Brezel en he bro
Chom a raio un nebeut devezhioù e-raok bout e 2024… Ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc’h da reiñ ur sell war keleier ar bloaz-mañ. Ar bloaz 2022 zo bet tapet gant meur a darvoudoù…
Hiriv e lakaomp ar gaoz war ar brezel e Ukraina. Bro Russia neus komañset da aloubañ ar vro e miz c’hwevrer. D’an 25 a viz C’hwevrer oa kaset bombezennoù gant an arme rusian war kêr Kiev, ker-benn Bro Ukraina. A-houde deg miz ez eus ur brezel bras er vro.
Met kengred oa ar bed gant pobl Ukraina. Aozet oa bodadegoù e Breizh hag e Bro C’hall.
Deomp da Gemper bremañ. Un tolpadeg oa aozet e miz meurzh gant kevredigezh difenn gwirioù Bugel-den, sindikadoù pe c'hoazh strolladoù politikel. Un nebeut tud a orin deus bro Ukraina a oa ivez. Zoya a zo erruet e bro C'hall ur sizhunvezh hanter 'zo, da adkavout he merc'h, hag a zo o chom e Breizh ugent vloaz 'zo. Goulennet he deus Tunvezh Gwlagen-Grandjean digant Zoya petra a c'hortoze hi deus an negosiasionoù.