àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bezañ e vo festivalioù e-pad an hañv e 2024 !

Bezañ e vo festivalioù e-pad an hañv e 2024 !

Sell aze ar pezh a oa bet disklêriet gant ministrerezh ar sevenadur ar sizhun baseet. Aon o devoa festivalioù zo rak o amzer da zont abalamour d’ar c’hoarioù olimpel a vo graet e Bro-c’hall etre an 18 a viz Gouere hag an 11 a viz Eost 2024. Miz zo en devoa disklêriet Jerald Darmanin e c’hallfe ar festivalioù bezañ lakaet diwezhatoc’h pe nullet memes ! Afer a vo 30 000 a boliserien hag a jañdarmed e-pad ar c’hoarioù bras-se… Ha mankout a rafe neuzen poliserien da vesa ar festivalioù. Hervez ministrez ar sevenadur ha ministr ar sportoù ne vo ket nullet ar festivalioù e-pad an hañv koulskoude… Met cheñch a raio deiziadur ar festivalioù e 2024 memestra. Hélène Bonieg zo ezel deus kuzul-merañ gouel etrekeltiek an Oriant. Respontet he deus da c'houlennoù Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio