Daoust ha gwelet e vo ur metanizer er Chapel-Nevez ?
E kumun ar Chapel-Nevez e Bro-Gwened zo ur raktres hag a ra brud… C’hwec’h miz zo e oara tud ar barrez zo un uzin metanaat da vezañ savet eno, ba kêriadenn Keriven. Ur bochad tud a sav enep ar raktres. Kar ar metanizer a vo ur pezh hini anezhañ… Div donenn hanter a lastez a vefe chouket e-barzh bemdez. Douget eo ar raktres gant ar gumun ha gant labourerien-douar deus ar vro. Met ur strollad zo bet savet enep ar projed uzin : « Transparence Chapelle-Neuve ». 500 a dud a gemer perzh er gevredigezh, 400 anezhe zo tud a zo o chom er Chapel-Nevez. Ankeniet int a-gaoz d’ar saotradur degaset gant an uzinoù metanaat ha gant ar stokoù a vo war an endro. Ha neventi zo en afer-mañ… N’eus ket pell zo oa bet nac’het gant ar prefeti reiñ an aotre ICPE (Installation classée pour la protection de l'environnement). Ha meur a abeg da se… Un tamm kaoz gant Gaetan Duval, a zo ba'r gevredigezh.
Evit goût hiroc'h war ar sujed e kinnigomp deoc'h lenn an enklask bet savet gant ar media dizalc'h Splann diwar-benn an uzinoù metanaat er vro.
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan.