àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ne vo nemet 2 bost digoret er C'hAPES

Ne vo nemet 2 bost digoret er C'hAPES

Daoust d'e gomzoù brav, n'eo ket Ministr nevez an Deskadurezh Stad o souten kelenn ar brezhoneg, avat !

Digresket eo bet an niver a blasoù er genstrivadeg evit an eil derez evit ar bloaz-mañ ! Ha n'eus ket kalz a bostoù boaz padal dija : etre 4 ha 5 plas a vez bep bloaz er genstrivadeg, publik ha prevez mesket. Diouer a gelennerien ha kelennerezed a zo er skolajoù hag el liseoù padal, gouest da gelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg.

Hag ar bloaz-mañ zo bet lakaet gant ar vinistrelezh ne vo nemet 2 bost digoret er C'hAPES evit ar brezhoneg, hag unan er C'hAFEP, kenstrivadeg ar prevez. Tri en holl neuze. Un diviz diboell kaer, pa ne respont ket d'an ezhommoù tamm ebet, eme Renan Kerbiked, kenurzhier ar gevredigezh Kelennomp...

 

Un atersadenn get Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio