Ur flach-mob da zifenn ospital Gwengamp
Ur flach-mob oa bet war blasenn greiz Gwengamp disadorn evit difenn an ospital publik. Gant Ajañs Rannvro ar Yec'hed zo bet lakaet ober un danevell diwar-benn ar c'hinnigoù yec'hedel a zo er vro hag e kinnig homañ ne vije ket ken en ospital Pabu deus ar servijoù surjianerezh ha genel bugale noz-ha-deiz. Betek bremañ ne vije ket bet kemeret diviz ofisiel ebet gant an ARS. Met e penn kentañ ar miz e oa bet ur galv deus perzh labourerien.ezed an ospital kar mankout a ra amiegezed hag e c'hallfe an ti-gwilioudiñ bezañ serret e miz Genver a-gaoz da se... Hiroc'h gant Yann-Fañch Durand, kenbrezidant komite difenn ospital publik Gengamp.