àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lula vs Bolsonaro : tro gentañ an dilennadegoù prezidant e Brazil etre daou zen

Lula vs Bolsonaro : tro gentañ an dilennadegoù prezidant e Brazil etre daou zen

A-benn dek devezh ac'hann a vo votet gant tud Brazil evit an dilennadegoù prezidant ! Ar bloaz-mañ zo 12 den war ar renk evit bezañ prezidant Brazil evit ar pevar bloaz a-zeu. Mez an emgann a zo etre daou zen nemetken e gwirionez : Luis Inacio Lula, a zo gant ar brasañ dregantad a dud gant ar c'hoant votiñ evitañ, evit ar mare, dirag Jair Bolsonaro, ar prezidant a vremañ. Lula a zo bet prezidant ar vro e-pad div vandaturez dija, etre 2003 ha 2011. Mez lakaet voe bet da fall war al leurenn bolitikel pa oa bet kondaonet d'ar prison evit korupsion e 2018. Goude ma oa bet nullet an diviz bloaz 'zo fin ar gont, e deuet a-benn da c'hounid fiziañs an dud en dro. Bolsonaro eñ, an eus kollet anezhi er mizvezhioù tremenet. Penaos displegiñ an dra-se ? Ur respont gant Slavik, kelenner brazilad war ar geografiezh. Jubennet eo gant ar breton-brazilad Philippe Kloareg.

 

E Brazil e vez uhel an dregantad a dud o kemer perzh an votadeg, ouzhpenn 70% deus ar boblañs a ya da votiñ. Kar ur redi eo evit an dud etre 18 ha 70 vloaz, gant ar riskl bezañ kastizet ma n'en reont ket.

 

Un atersadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio