"Kenleuriz", fest vras e Pondi da lidañ labour Kenleur !
Ur fest vras oa bet gant Kenleur e Pondi disadorn ! Ar c'hengevredad oa bet ganet e 2020 pa oa bet bodet asambles ar c’hevredigezhioù Kendalc’h ha War 'l Leur, da greñvaat rouedad ar c'helc'hioù keltiek. Ouzpenn 200 kevredigezh zo bodet e-barzh Kenleur ! Ha kement ha lidañ labour ar c'hengevredad oa aozet « Kenleuriz » ar fin ar sizhun dremenet. Komañset oa bet an devezh gant emvod-meur Kenleur hag e oa bet graet un abadenn prizioù ivez… Un doare da lakaat war wel ar strolladoù a oa aet ur priz bennaket gante ar bloaz-mañ. An devezh-se oa ivez ur mod d’ober ur sell war ar raktresoù deuet da wir e 2022 ha war ar pezh a zo da zonet e 2023... Pennad-kaoz gant Tristan Gloagen, rener Kenleur, ouzh mikro Yuna Kojan.