àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ouzhpenn mil a dud e Gwengamp a-enep ar raktres uzin eoged

Ouzhpenn mil a dud e Gwengamp a-enep ar raktres uzin eoged

Ouzhpenn mil a dud oa bet o vanifestiñ e fin ar sizhun e Gwengamp enep ar raktres sevel un uzin eoged e Plouizi. Komañset oa bet an devezhiad-stourm disadorn da veure. Plantet oa bet gwez gant an dud e lec'h m'emañ an uzin da vezañ savet. Aozet oa an devezh gant ar strollad Dourioù Gouez. Heuliet gant meur a gevredigezh ha strollad politikel. E penn ar raktres emañ an embregerezh Smart Salmon eus Bro-Norvej. E bal eo sevel 8000 tonenn a eoged bep bloaz… Met o raktres a seblant mont a-gostez bremañ. Kar gourdrouzet oa bet ar sizhun dremenet gant maer Plouizi, Remi Gwilhouz, nompas mont a-du gant an aotre da sevel an uzin ken. Hervezañ n'eus ket bet roet respontoù splann gant Smart Salmon evit c’hoazh, war meur a graf hag a zegas nec'hamant, evel hini an implij a zour gant an uzin, war-dro 600 metr kub bemdez ! Ar pezh a zo digomprenabl d'an dud o devoa manifestet disadorn. Saotradur bras a vo gant an uzin hervez int. Deomp da greiz ar vanifestadeg da heul Yuna Kojan. Graet he doa pennadoù-kaoz gant Maiwenn, Tim, Klaod ha Gael...

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio