àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ne vo ket a uzin eoged ! Manifestadeg e Plouizi ha Gwengamp disadorn

Ne vo ket a uzin eoged ! Manifestadeg e Plouizi ha Gwengamp disadorn

Manifestet e vo arc'hoazh enep ar projed magañ 8000 tonenn a somoned bep bloaz e Plouizi e-tal Gwengamp. Evit aozerien an emgav, ar strolladoù Dourioù Gouez ha Reprendre la Bretagne aux machines, n'hall ket ur seurt uzin bezañ graet. Honnezh a vefe ur gwalldra evit an endro, dismantr dour a vefe ganti ha tredan ivez. Met hervez norvejianed Smart Salmon, ar broduerien eoged, eo « glas » o raktres ha disi kazi a-walc'h. A-benn nebeut emañ an aotre da sevel ar savadur hag an dosier war an endro da vezañ kaset gante d'ar prefeti. Met betek dilennidi tost a vez klevet bremañ o pismigañ ar projed. Evit ar sizhun en deus embannet Remi Gwilhouz, maer Plouizi hag en karg deus an dour e GPA, tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull, ne oa ket prest ken da vont a-du gant dougerien ar projed... Troc'had-kaoz gant Andre Mo deus ar strollad Dourioù Gouez a zo e sell d'interiñ ar raktres disadorn... Gant prefed Aodoù-an-Arvor e vo ar galloud divizout a-benn fin ar gont.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio