Plantañ brezhoneg e busoù Bro an Oriant
Plantañ brezhoneg e kirri-boutin Bro an Oriant. Setu pezh zo goulennet groñs gant an UDB.
Disadorn oa izili kevrenn UBB Bro an Oriant dirag ti an transportoù… Gant al lugan « ur yezh bev a zo ur yezh ‘vez klevet. »
Evit poent n’eus brezhoneg ebet e busoù Bro an Oriant. Padal ez eus moian klevout ar yezh e transportoù’zo e Breizh… E-barzh an Tram e Brest, da skouer.
Barregezh an transportoù-foran zo gant tolpad kerioù an Oriant. Pezh vehe moian tu ober, hervez izili an UDB, eo implijout ar servij paeet gant Ofis Publik ar brezhoneg evit an troidigezhioù… Kar tolpad kêrioù an Oriant neus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg. Pezh a fell d’an UDB e vehe plantet brezhoneg e busoù tolpad kerioù an Oriant…. Dre Henbont, pe Lann-ar-Ster.
Ur goulenn sokial a zo ouzhpenn. An dud a fell dezho klevout muioc’h a vrezhoneg, hervez Tifenn Siret ha Gael Briadn, eus an UDB.
Maria Colas zo kuzulierez ha ken-prezidantez e karg eus ar mont ha dont/ transportoù e Tolpad kêrioù an Oriant. Hervezi ema ret kemer kont eus pezh zo disklêriet gant komision intergumunioù an diraezezh d’an dud nammet. Diaes eo d’an dud a zo fall o welet kaout re a ditouroù dre gomz. Met o labourat ema ar guzulierez ha tolpad kerioù an Oriant war un ostilh nevez vo lakaet e plas er busoù hag e kledourioù bus… Anvet eo « ostilh titouroù ar veajourion ». Hervez Maria Colas ‘vo plantet brezhoneg en ostilh-se, met ema ret resisaat ar stumm, c’hoazh. Gwiriekaet ‘vo an ostilh-se gant ar c’homision evit an dud nammet. Setu pezh he deus disklêriet Maria Colas dre bellgomz da Yuna Kojan.
Atersadennoù gant Yuna Kojan.