àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lakaat ar re gozh da gejañ deus ar re yaouank

Lakaat ar re gozh da gejañ deus ar re yaouank

Ar sizhun dremenet o doa bet bugale skolioù Plonewe-Moedeg ar blijadur da glevet kontadennoù digant Moris Prijan. Pedet oa bet ar c'honter deus ar vro da zont da levraoueg Plonewe e-skeud ur raktres kaset war-raok gant Pierig Melhoued, paotr Bro-Leon. Brudet eo hemañ evit e levrioù diwar-benn ar cheñchamantoù c'hoarveet er vro en ugentved kantved. Hag emañ bremañ gant ur raktres war Breizh a-bezh da lakaat reoù gozh da vont e darempred gant bugale kentañ derez.

 

Ul levr a c'hallfe dont er-maez en amzer da zont diwar ar c'hejadennoù-se, etre kozh ha yaouank. Diriaou ba Plonewe e oa ivez ar poltrejer Albert Penneg, un den kustum da sevel levrioù gant Pierig Melhoued...

 

 Ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio