àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kontadennoù e Presbital kozh Landelo

Kontadennoù e Presbital kozh Landelo

Kontadennoù ha c'hoarzhadennoù oa bet klevet e Presbital Kozh Landelo dec'h !

Da heul an devezhioù master-klas bet aozet er mizioù tremenet gant Ti Douar Alre e oa en em gavet asambles adarre ur strollad tud c'hoant gante reiñ un taolig lañs d'ar c'hontañ e brezhoneg... Da heul Fanny Chauffin ha Daniel Carré o deus prederiet war ar mod da stummañ mistri-skol ha kelennerien, da vroudañ ar gouelioù da reiñ plas d'ar c'hontañ e brezhoneg ha d'esa dre vras kinnig muioc'h a zigarezioù d'an nevezgonterien da gontañ ! Ha goude labourat un tamm e oa bet un tamm beilhadeg... E-mesk ar gonterien e oa William, a oa aet an trec'h gantañ ba koñkour kontadennoù ar Bogue d'or ar bloaz-mañ gant ur gontadenn e galleg ha galloeg. Met dec'h en doa ar brezhoneg kemeret lec'h ar galleg evel-just...

 

Un atersadenn gant Tomaz Laken

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio