àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pondi : tud "Breizh enep ar feurmoù-uzin" goulennataet gant ar jañdarmed

Pondi : tud "Breizh enep ar feurmoù-uzin" goulennataet gant ar jañdarmed

Tud ar strollad « Breizh enep ar feurmoù-uzin » a oa dirak ti an jañdarmed e Pondi dec'h. Un ugent stourmer bennaket a oa da vezañ klevet gant an archerien diwar-bouez traoù bet graet e Sant-Jelan e miz Meurzh tremenet. Stanket oa bet un treniad ed gante. Hag e oa bet graet an dra-se a-benn lakaat war wel efedoù fall sistem an agro-industriezh war an endro hag ar beizanted vihan. Pevar den oa bet lakaet dindan kontroll ar justis goude-se. Hag evit bezañ kenskoazell gante oa bet un ugent den bennaket oc'h embann ba lez-varn an Oriant e oant bet perzh ivez ba jeu Sant-Jelan. Galvet eo bet ar re-se da zont da Bondi adalek dec'h neuze ha betek herie d'abardae, da respont da c'houlennoù ar jañdarmed. Ur prosez a c'hallfe bezañ rakkar gant meur a strollad, an FNSEA en o-mesk, zo bet disklêriet e vefent « partie civile », ec'h afent da « gevrenn sivil » dirak ar justis. Fas dezhe, ur pemzek strollad tomm deus an endro o deva embannet o c'henskoazell e-keñver tud « Breizh enep ar feurmoù-uzin ». Ur vodadeg da vezañ skoaz-ouzh-skoaz gante oa bet dec'h beure e-tal archerdi Pondi. E-touesk an dud deuet e kenskoazell e oa Jo ha Jil. Hemañ diwezhañ a gav dezhañ zo un omerta en Breizh diwar-benn an agro-industriezh. Hag e c'hallfe ur prosez reiñ an tu da lakaat muioc'h ar gaoz war ar sujed...

 

Ur reportaj gant Yuna Kojan

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio