Votadegoù en deskadurezh prevez : Evit ma vo anveet da vat ar soubidigezh !
Stourm evit ma vo gwarezet da vat ar soubidigezh gant al lezenn ! Setu ar pezh a zo kinniget da vistri-skol ha kelennerien an deskadurezh prevez e-pad eizhtez adalek ar sizhun-mañ. Emañ Sindikad al Labourerien Gors (STC) o tougen ul listennad evit ar votadegoù da gemer perzh er Bodad Kuzuliañ ar Ministrerezh gant Mistri ar Skolioù Prevez. Ur voterezh a vo etre ar c'hentañ hag an 8 a viz Kerdu. Ur mod da adlakaat sklêrijenn war ar stourm da suraat an deskadurezh dre soubidigezh, gwarantet evit poent gant ur c'helc'h-lizher hepken, war-lerc'h bezañ bet lakaet maez lezenn gant Kuzul ar Vonreizh. War al listennad douget gant an STC zo 14 plac'h ha 6 paotr. Tud hag a zo o labourat en Ajaccio, Montpellier, Perpignan pe c'hoazh e Karaez, Gwened, Roazhon, en Alre hag e Kemper...
Hiroc'h dre bellgomz gant an hini en deus roet lañs d'an traoù, Ghjuvan Petru Luciani, sekretour broadel an STC Deskadurezh. Ha gant Dominig Jolived, kelenner brezhoneg e skolaj Diwan Jakez Riou Kemper, hag en eil plas war al listennad.
Troidigezh korseg-brezhoneg gant Nolwenn Falezan.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken-Jakez