àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Plas ar maouezed àr leurennoù ar festoù-noz

Plas ar maouezed àr leurennoù ar festoù-noz

Disadorn da noz ‘oe dalc’het fest-noz brasañ ar bed, Yaouank, e Roazhon ! Eirh mil den oe é tañsal àr tonioù Kreiz-Breiz Akademi, War Sav, Fleuves hag N’diaz da skouer. Met e -touez ar sonerion ha kanerion àr ar leurenn ‘oe seirh vaouez hepken… Da lâret eo trizeg dre gant ag an arzourion oe merc’hiet… Pezh n’eo ket kalz. E-touez an arzourezed ‘ oe kanerezed ha sonerezed Kreizh Breizh Akademi, èl Yolaine Delamaire da skouer, pe an daouad Diridollou/Lavigne.

Padal oe sinet ur garta get Skeudenn bro Roazhon, e penn aozadur Yaouank, evit muioc’h a ingalded paotred-merc’hiet pe araokedaennoù e-keñver an endro.

Marine Lavigne oe àr ar leurenn disadorn da ganañ get Sterenn Diridollou. Displegañ a ra deomp he soñj ha perak ‘oe ket kalz a vaouezed e fest-noz Yaouank ar blez-mañ.

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio