àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un daouad gant an dud nammet evit kas anezho da labourat!

Un daouad gant an dud nammet evit kas anezho da labourat!

Ar sizhun-mañ eo ar Sizhunvezh Europad da Implij an Dud Nammet. Da zigarez an darvoud Europad-se e vez dalc'het an Duoday, devezh ar c'houpladoù ! Un devezh da lakaat an dud gant un namm da labourat asambles gant ur micherour war e lec'h labour. E Penn-ar-Bed e vez aozet an devezh-se gant kenlabour Pol Implij, « CAP emploi », ha « Ladapt ». An div gevredigezh-mañ a souten an dud nammet da adkavout ul labour. Krouet o deus er mod-se muioc'h eget 60 kouplad en departamant. 60 den nammet a zo bet dec'h o labourat gant un den a vicher war e lec'h labour. Kazi an hanter outo a oa e kumun Gemper hag e kumuniezh kumunioù Kemper Breizh Izel. 
Uisant Kreker eo an eil-maer e Kemper, en karg deus ar c'hoskor. Displegiñ a ra deomp penaos e tremen un duoday, ha perag eo talvoudus evit ar gumun. Ur pennad-kaoz gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio