Atalieroù Mapudungun-Brezhoneg - gant Karen Wenül Gallegos Munoz
Ar pobl Mapuche a zo orin a Amerika-Su, eus un dachenn kazi ken bras ha Bro C’hall ledet a-bep-tu eus chadenn menez an Andes, e kreisteiz Santiago de Chile,. Ur pobl a zo bet gwallgaset a-hed ar c’hantvedoù gant ar galloudoù o ren Chile hag Argentina, difennet dezhe komz o yezh, ar Mapudungun, ha difennet dezhe bevañ en un doare hengounel. Hervez ar statistikoù e vefe bremañ tro 300 000 a dud a-orin Mapuche en Argentina, hag 1 milion anezhe e Bro Chile. Darn vrasañ anezhe a vev er c’hêrioù bras, pell-mat neuze deus o sevenadur hag a zo liammet strizh d’an natur, d’an douar.
Karen Wenül Gallegos Munoz a zo o chom e Las Cruces, e Kornog Santiago de Chile. Labourat start a ra da glask adreiñ lañs d’ar sevenadur Mapuche en he bro. Chañs meump bet degemer anezhi e Bro Dreger a-drugarez da Odile Yvon ha Bleuñvenn Konan, div gamaradez dezhi deus Lannuon. E-pad dek devezh neuint graet tro skolioù, skolioù-veur, mediaouegoù ha tavarnioù da animañ atalieroù ‘benn reiñ da welet ha da glevet d’ar re vras ha d’ar re vunut, amañ, petra eo kultur ar Mapucheed.
Hag ar raktres brav-se ne vefe bet kaset a-benn panevet youl ha nerzh Skol Diwan Logivi Lannuon evel-just ! Ur raktres ne ra ket met kregiñ evit ar poent, hag a vo peurlipet ha graet adarre emichañs !
Ar pennadig-kaoz-mañ a zo bet enrollet e-kerzh an atalier kaset gant Karen e klasad CE1 CE2 Danièle Saliou d'an 9 a viz du 2022.
Dispaket he oa Karen he malisennad kontadennoù ha kanaouennoù e Mapudungun, he binviji-muzik hag he c’hoarioù da lakaat bugale Diwan da zizoloiñ he yezh hag he sevenadur. Ha plijadur ‘zo bet!
Mersi-bras da gKaren Wenül Gallegos Munoz, Bleuñvenn Konan, Odile Yvon, Ludovic Ar Ru rener Skol Diwan Lannuon, Danièle Saliou skolaerez CE1 CE2 hag he skolidi.
Atersadenn gant Rose Troadeg.