àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar Vro, d'ar meurzh 15 a viz Du - 8e30 vintin

Keleier ar Vro, d'ar meurzh 15 a viz Du - 8e30 vintin

Digoret zo bet ur strollad deus sindikad an Union Priate en UBO!

Difenn studierien Penn-ar-Bed eo pal ar sindikad. Setu ar pezh a zispleg Taran gKarluer AMAÑ.

Un atersadenn gant Erwan Blañchard.

 

Sinet eo bet live 3 ar garta "Ya d'ar brezhoneg" gant kumun bPondi.

Diskrivet vez politikerezh yezh kêr gant prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg Paol, Molak, AMAÑ.

Un atersadenn gant Yuna Kojan.

 

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ c'hoazh :

 

- Komzet vez deus ar brezel en Ukren er G20 digoret hiriv e Indonezia

- 106 000 divroad ukrainad a zo bet degemeret e bro C'hall dibaoe penn kentañ ar brezel

- nac'hañ a ra ar PKK bezañ penn-kaoz da wall-daol Istamboul

- un emglev zo bet kavet etre Pariz ha Londrez evit pezh a sell an divroañ maez-lezenn

- 80 miliard a euroioù zo aet gant aksionerien ar C'hAK40 e 2021

- 15 miliard a euroioù ouzhpenn evit ar surentez a zo bet votet e kerzh an noz er Vodadeg vroadel

- Kaset eo Loig Kotilheg dirag lez an asizoù evit 6 gwall

- Diskenn live evezh war sujed ar sec'hder a ra departamant an Il-ha-Gwilen.

 

Keleier kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio