"Al lojeiz, ur redi evit an emrenerezh : kinnigoù evit diskoulmañ ar gudenn"
Disadorn oa bet divizoù war al lojañ e Breizh ha pelloc'h gant koñsailherien-rannvro ar strollad « Breizh a-gleiz » soutenet gant Ensemble sur nos territoire hag Unvaniezh Demokratel Breizh. « Al lojeiz, ur redi evit an emrenerezh : kinnigoù evit diskoulmañ ar gudenn ». Sell aze tem an devezh bet e Palez an Arzoù hag ar C’hendalc’hioù ba Gwened. E-pad an deiz oa bet taolioù-krenn hag e oa bet leusket ur plas brav d'ar gaoz etre an dud a oa ba'r sal. Hiroc'h gant Nil Kaouisin, kuzulier-rannvro ha kenbrezidant ar strollad « Breizh a-gleiz ». Pennad-kaoz gant Anton Burel
E miz Kerdu e vo graet un daol-grenn all, e Roazhon, da gomz deus ar c'hudennoù lojañ e Bro-Roazhon. A-hend-all e vo embannet kinnigoù war ar sujed gant prezidant Rannvro Breizh, Loig Chesnais-Girard, e Sant-Maloù digwener.