àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gwir ar lojeiz : ur vanifestadeg 'oe en Oriant

Gwir ar lojeiz : ur vanifestadeg 'oe en Oriant

Daou gant den o deus manifestet en Oriant evit gwir ar lojeiz disadorn. Aozet ‘oe get ar strollad « « Tous.tes un toit/ un doen evit an holl » » ha « strollad lojeiz Bro an Oriant ». Ur waleadenn ‘oe aozet geto evit lakaat àr wel raktresoù tiezr zo er mare-mañ e kreiz kêr an Oriant.

Savet ‘vo get embregerezhioù lojamantoù« rummad uhel » pe haut de gamme e galleg. Pezh zo spontus evit ar vanifesterion, e-kreiz enkadenn ar lojeiz e Breizh.

E-touez ar raktresoù eh eus leti Sant Mikael, Bank Frañs.. Hag an ti post e Kae an Indez.

Yuna Kojan he deus heuliet ar vanifestadeg. Justawalc’h ‘oe ar loc’hañ dirag an ti-post. Amañ vo savet pemp lojeiz ha tri ugent... Lojeiz brav ha ker.

 

Hervez ti-kêr an Oriant ar raktresoù-se n’int ket ur gudenn evit gwir ar lojeiz en Oriant. Mankoud a ra lojeiz bihan, se zo kaoz e vehe ret sevel lojamantoù founabl. Pa vo prenet ur randi ker gant tud ‘zo e vo laosket plas ouzhpenn e lec’hioù arall evit ar familhoù, hervez arguzennoù an ti-kêr.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio