àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar gwener 4 a viz Du - 8e30

Keleier ar vro d'ar gwener 4 a viz Du - 8e30

N'eo ket achu Bro Alré Gouil Bamdé c'hoazh !

Betek an 13 a viz Du e vo abadennoù e-leizh kinniget gant Ti Douar Alre. Hiroc'h gant Katell Peron, kenurzhierezh ar gevredigezh, goulennataet gant Yuna Kojan AMAÑ.

 

Aet eo Priz al levrioù istor diwar-benn Breizh gant L'Abîme, levr Krystel Gualdé

Ur priz nevez d'enoriñ al levrioù istor a vez embannet bep bloaz diwar-benn Breizh. Displegadennoù gant Erwan Chartier deus ar Poher Hebdo ha Tudi Kernalegenn deus ar gevredigezh BCD-Sevenadurioù. Pennad-kaoz gant Tomaz Laken da selaou AMAÑ.

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

- Komzoù gouennelour distaget er Vodadenn vroadel gant un depute RN

- Adalek herie e labouro ar maouezed evit mann hervez Les Glorieuses

- Dec'h oa bet diskrog-labour ha kerzhadeg gant labourerien.ezed ospital Sant-Maloù

- Afer astenn magerezh moc'h Landunvez dirak ar c'hCODERST

- Arc'hoazh e vo manifestet adarre ba Kallag a-enep pe a-du gant an degemer repuidi

 

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio