àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eus ur remziad d'egile : ur podskignañ nevez e brezhoneg !

Eus ur remziad d'egile : ur podskignañ nevez e brezhoneg !

Abaoe miz Gwengolo e kinnig Ouest-france – evit ar wech kentañ - un heuliad podkastoù e brezhoneg ! Bet oa Aziliz Peaudecerf o labourat gant tud ar gazetenn en hañv tremenet. Ha bet karget ar studierez yaouank war ar c'hazetenniñ da sevel pemp podkast diwar ur sujed choazet ganti. Tapet he deus Aziliz krog e-barzh istor ar stourmoù evit ar brezhoneg abaoe ar bloavezhioù 60, peogwir e kave dezhi n'he doa ket desket trawalc'h a draoù diwar o fenn e-keit ma oa en eil derez Diwan.

Podkastoù Aziliz Peaudecerf a gas ac'hanoc'h eus un eil rummad d'egile, da heul stourmerezed ha stourmerien ar brezhoneg. Diwezhañ rann he heuliad a vo lakaet ar sizhun-mañ war al lec'hienn podcasts.ouest-france.fr

 

Un atersadenn gant Tomaz Laken

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio