Keleier ar Vro, d'al lun 31 a viz Hezhrev, da 8e30 vintin
Manifestadeg evit al lojeiz : " Ne ya ket an destenn lezenn pell a-walc'h ! "
Disadorn e voe manifestet e Montroulez ur wezh c'hoazh, da zifenn ar gwir da gaout ul lojeiz gant an holl ha beviñ er vro.
Ur reportaj gant Anton Burel da vezañ klevet AMAÑ.
Saloñs Levrioù! Karaez : " Skrivañ a ran e katalaneg peogwir eo ma yezh. "
Bro gKatalonia an hini eo a voe pedet ar bloaz-mañ e Karaez. Pol Guasch, skrivagner katalan yaouank, a voe aze da ginnig e levr diwezhañ. Selaouit anezhañ AMAÑ.
Ur pennad-kaoz kaset gant Tomaz Laken-Jakez.
Ha da vezañ klevet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :
- Aet zo un trec'h strizh gant Lula e Brazil.
- Derc'hel a ra ar stourmerien enep kibell vraz Sainte-Soline
- Ur rave-party e kreiz kêr Gemper.
- Sport : ar maouezed gall e hanter-gourfennoù Kib ar Bed Rugby ; ar Roazhon park e trede plas ar renkamant Lig 1 foball e plas an Oriant ; Maouted Kemper a zo trec'h war Evreux e basket-ball.
- Tri departamant breton lakaet dindan evezh orañjez evit avel but.
Keleier ar vro kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.