Keleier ar vro, d'ar yaou 27 a viz Here 2022, da 8e30
Manifestadeg evit al lojeiz e Montroulez
Ur vanifestadeg a vo aozet disadorn evit lakaat Breizh a-bezh en takad-tenn. En holl eo 25 strollad ha sindikad a ya d'ober ar c'homite evit al lojeiz 'ba bro Montroulez, Fabris Kadou ezel eus War Sav an tu kleiz dizalc'hour hag eus ar c'homite Bro Montroulez Takad-tenn en deus respontet da goulennoù Erwan Blanchard. AMAÑ
"Re ar menez", ar film war ar stourm a-enep ar peul 5G
4 pe 5 bloaz 'zo oa bet lañset ar raktres da sevel ur peul e Sant Kadou da gaout internet buan. Stourm zo bet, manifestadegoù zo bet, ha fin ar gont eo bet savet ar peul daoust dezho bloaz paseet. Met darempredoù a zo bet krouet etre tud ar vro dre o stourm. Buhez ul lodenn deus an dud-se a zo bet heuliet gant ar sevenourez Dounia Wolteche-Bovet, a-raok na vefe savet ar peul. AMAÑ
Da glevout er c'heleier ouzhpenn :
- 6 palestinian lazhet gant arme Israel e Palestina okupet
- Stourm pobloù Iran evit gwirioù ar merc'hed
- Trec'h er stourm a-enep raktres ostel Raulic
- Krogadoù Roazhon ha Naoned e lig Europa
Keleier kinniget deoc'h gant Anton Burel