àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Re ar menez", ar film war ar stourm a-enep ar peul 5G

"Re ar menez", ar film war ar stourm a-enep ar peul 5G

4 pe 5 bloaz 'zo oa bet lañset ar raktres da sevel ur peul e Sant Kadou da gaout internet buan. Ur peul rummad 5G. Kavet voe bet ul lec'h war an uhel, ul lec'h anavezet Menez-Du, e kichen kêrioù labour douar bio hag un nebeut tier annez. Evit ul lodenn deus tud ar vro eo bet degemeret mat ar c'heloù. Met ur bern reoù all n'o deus ket gwelet an abeg da zegas an deknologiezh-se en o bro hag en o buhez. Stourm zo bet, manifestadegoù zo bet, ha fin ar gont eo bet savet ar peul daoust dezho bloaz paseet.

Mez darempredoù a zo bet krouet etre tud ar vro dre o stourm. Buhez ul lodenn deus an dud-se a zo bet heuliet gant ar sevenourez Dounia Wolteche-Bovet, a-raok na vefe savet ar peul. An teul-film savet ganti, « Re ar Menez », a oa skignet e rak-skignadeg eizteiz 'zo...

 

Er reportaj peus klevet Jakez ha Chantal, o terc'hel ur gêr labour-douar er Menez-Du, Dounia Wolteche-Bovet, sevenourez « Re ar Menez », Maoris Poulmac'h, bet o souten ar stourm, hag Armel, bet o c'hoari er c'hoad e lec'h m'eo bet savet ar peul 5G. Ar film « Re ar Menez » a zo bet produet gant Tita Productions a zeuio maez e salioù ar vro a-benn nebeut.

 

Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio