B'an davarn get Julia
Dait d'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Hiriv en abadenn vo klevet eil lodenn atersadenn Marc Brustier a-ziàr ar strollad c'hoariva anùet C'hoarivari ba Langedig. An deiz paset hon eus klevet penaos eo bet krouet ar strollad, hag hiriv vo kaoz ag ar pezhioù zo bet c'hoariet, savet pe troet gete.
Klevet vo ivez archiv kentellioù brezhoneg Albert Boshé ouzh mikro Marie-Laure Groix e 1999, amañ evit resisaat peta a dalv doaré ha doéré.
Hag evit achuiñ ni glevay Jean-Claude Le Guennec, "Djé". Savet en deus ur sonenn e breton ar blez paset diàr-benn e vamm-gozh. Eñ a gonta deomp he buhez dezhi ouzh mikro Jeanne Chevrel, en ur displegañ eil lodenn e ganenn.
Musik :
TAOUARH - tour