àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Konterezed ha konterien Breizh 'vo bodet en ur rouedad savet d'ar 4 a viz Kerdu!

Konterezed ha konterien Breizh 'vo bodet en ur rouedad savet d'ar 4 a viz Kerdu!

Ur wech e oa, ur wech ne oa ket hag ur wech e oa bepred... Un nebeud tud a faote dezhe adlañso arz ar c'hontañ kontadennoù e brezhoneg ! Disadorn e oa bodet danvez konterezed ha konterien ba Pleuwigner e-skeud ar fest Bro Alré Gouil Bamdé. Ur « master klas » aozet gant Ti Douar Alre evit an eilvet gwech. Pal ar staj : reiñ alc'hwezioù d'an dud d'en em varrekaat pe da gregiñ 'barzh teñzor ar c'hontadennoù hengounel. Hag ouzhpenn d'ar pal-se, unan uheloc'h : lakaat war droad ur rouedad konterezed ha konterien vrezhonek e Breizh ! 'Benn ar 4 a viz Kerdu 'vo savet ar rouedad 'ba Landelo. O kas an traoù disadorn e oa Daniel Kare, Paskal Kariou ha...Fanny Chauffin. Selaouomp anezhi o kontañ gant Tomaz Laken.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio