Espern litiom o reiñ urzhiaterezhioù kozh
Dont maez deus ar gevredigezh prenañ-ha-bannañ a c'heller ober ivez war live an informatek, ar stlennek. Dibaoe dekadoù a vloavezhioù eo pal kevredigezhioù evel "Ordis Libres de l'Arrée", pe "Linux Kemper" ha "Linux Kemperle", evit ar pezh a sell deus Penn-ar-Bed.
Hag ar bloaz-mañ zo bet krouet un aozadur da aoziñ an daspun-se war live Breizh pemp departamant. "Ordis Grand Ouest" eo anv an aozadur-se, hag a zo ganet diwar un emglev gant kuzul ar rannvro. Ganti vez daspunet mekanikoù kozh ar skolajoù, liseoù, pe c'hoazh deus kuzulioù an departamantoù.
Herve Kere, deus Ordis Libres de l'Arrée, a zispleg hiroc'h deomp.
Emgavioù reoliek a vez a hed ar bloaz un tammig e pep lec'h da sikour an dud d'ober gant Linux. Aozet vez gant Ordis Libres de l'Arrée e Brasparzh, gant Linux Kemper e Kemper, ha gant Linux Kemperle e Kemperle. Disadorn e Brasparzh en em stroll an teir aozadur da zerc'hel un Install-party e Brasparzh ! Adalek 2e goude-emrenn a hed an penn-devezh e vo tud a bolontez vat o zasparzhién urzhiaterezhioù daspunet gant Ordis Grand Ouest, ha da sikour an dud da staliañ Linux. 20 mekanik a zo bet renket ganto hag a vo prest da vont kuit deuhstu.
Un atersadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.