Kerber Kafe : e brezhoneg penn da benn !
Skoulmañ darempredoù sokial dre ar brezhoneg! Bep pemzektez, da sadorn kentañ ha trede sadorn ar miz, en em gav ur strollad brezhonegerien 'ba MPT Kerber 'ba Brest… Ur prantad anvet "Kerber Kafe" hag a zo kinniget etre 11e ha 12e gant ar gevredigezh "Flaperien e brezhoneg"… D'an holl a fell dezho kemer perzh 'ba "Kerber Kafe" 'vez graet un degemer mat 'vel pezh 'neus kontet Laurence Lavrand, unan eus ar flaperienezed.
Ma fell deoc'h bout perzh "Kerber Kafe" eo lakaet an emgav kentañ d'ar sadorn 12 a viz Du etre 11e 12e 'ba MPT Kerber 'ba Brest.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard.