àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

War greskiñ e ya an niver a dudennoù merc'hed 'bar c'hoarioù video!!

War greskiñ e ya an niver a dudennoù merc'hed 'bar c'hoarioù video!!

Marse e anavezit ar c’hoarioù video FIFA… Gant ar c’hoari-se eo posubl c’hoari gant ho skipailh mell-droad muiañ karet, èl skipialh Bro Vrazil pe War raok Gwengamp.

Embannet eo bet c’hoari FIFA nevez evit ar bloaz 2023. Hag evit ur wech e vo moian c’hoari gant maouezed ! Ouzhpennet eo bet skipailhoù mec’het ar mell-droad er c’hoari-video-se.

Vat a ra kar strivioù zo d’ober c’hoazh e-keñver plas ar maouezed er c’hoarioù video. Hervez un enklask ez eus hepken 6 dre gant a merc’hed er c’hoarioù brudetañ er bed. An enklask zo bet savet gant al lec’hienn c’hoarioù en linenn Solitaired, embannet e miz gwengolo. Studiet o deus plas an dudennoù gwregel e 150 c’hoari brudet. Evit ar muiañniver eus ar c’hoarioù-se ez eus paotred hepken evel an dudennoù bras.

Met cheñch a ra tamm ha tamm an traoù… Selaomp Gwenvred Latimier. Ar c’hoarierez a ra en dro ur chadenn Twitch anvet Geekezig. Displegañ a ra deomp he sell e-keñver roll ar maouezed er c’hoarioù video

Un atersadenn gant Yuna kojan.

 



Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio