àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed" : Enklask nevez Splann!

"Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed" : Enklask nevez Splann!

Gant ar media enklask breizhad Splann! 'zo embannet un enklask nevez… Un enklask 'vo da lenn war e lec'hienn internet Splann.org. Hag an taol mañ eo aet reportourion Splann! gant hentoù all evit an en dro. Divizet o deus diskoachañ ha displegañ poanioù 'o deus miliadoù a vaouezed gaozen da imboudoù lakaet en o c'horf kuit da gaout bugale da viken. Un imboud, pe implant e galleg, anvet « Essure » hag a oa produet get Bayer, ur stal apotikerezh kimiek eus Bro-Alamagn. Daou gant mil plac'h 'zo bet staliet un imboud en o c'horf etre 2002 ha 2017 e Frañs… Ha tregont mil anezhe o deus divizet skarzhañ an imboudoù "Essure" ken diaes 'oe an efedoù àr ar yec'hed. Gant Faustine Sternberg ha Juliette Cabaço-Roger eo bet kaset an enklask, diàr ditouroù kaset dezhe gant ur vaouez eus Breiz. 

Emañ Juliette Cabaço-Roger gant Erwan Blanchard.

Da lenn an enklask àr Imboudoù Essure àr lec'hienn internet Splann.org

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio