Boikot kup mell-droad ar bed e Katar
A-houde suhuniadoù bremañ eh eus muioc’h mui a dud a foat dezhe boikotiñ kup mell-droad ar bed… E Bro Gatar ‘vo ar c’hampionad ar-blez-mañ… E-pad ar goañv kar re domm eo an amzer e-kerzh an hañv er vro-se.
Tabutoù kreñv a zo tro dro d’ar c’hup ar blez-mañ… E-keñver gwirioù an dud da skouer. Enklaskoù zo bet savet get Mediapart a zikoueze an doareoù fall spontus evit ar labourizion àr chanter ar sportva.
Un abeg ekologel a zo ivez… E-pad ar c’hampionad e vo kant ha tri ugent a girri nij bemdez o tonet ha donet etre Doha, ker-veur ar c’hatar ha broioù amezeg… Da lâret eo, ur c’harr-nij bep deg munutenn.
Disklêriet eo bet get kumunioù’zo ne vo ket savet skrammoù bras èl kustumm evit ar c’hup, èl e Sant-Brieg pe e Brest da skouer.
Goulennet hon eus d’an dud a faot dezhe boikotiñ a c’hup peseurt abegoù zo gete… Ha peta a soñjant ag ar boikot-se.
Selaouamp dortgu Valérie Kervella… Hervezi e oe dija ur spont an doareoù da choaz bro Gatar e daou vil deg. Ur souezhadenn ‘oe pa noe votet Platini, preziant bet an UEFA evit ar C’hatar.
Gant Valérie Kervella, Maxime Touzé ha Maina ar Gars.
Ur pennad kaoz savet Gant Yuna Kojan