àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo "Dour ha sterioù Breizh" neus komite ren ar bezhin glas

Aet eo "Dour ha sterioù Breizh" neus komite ren ar bezhin glas

An trede steuñv evit talañ ouzh ar bezhin glas 'vo embannet ar sizhun mañ gant servijoù ar Stad C'hall hag izili eus Kuzul Rannvro Breizh. Lakaet e vo da votiñ ar steuñv ar sizhun mañ. Renet 'vo ar steuñv gant ur c'homite 'neus da gas 'nañ da benn. Betek-hen 'oa ar gevredigezh "Dour ha sterioù Breizh" perzh ar c'homite ren… Met divizet 'neunt an izili eus ar gevredigezh kuitaat ar c'homite ren.  N'eo ket bet ar steuñv se savet diwar savpoent an holl ha dreistholl hini Dour ha Sterioù Breizh ne 'vo ket lakaet nag arc'hant awalc'h, na lakaet tud awalc'h da labourat war ar steuñv 'zo da dalañ ouzh an nitrat 'zo kavet 'ban dour amañ 'ba Breizh. Ar steuñv nevez 'vo kaset betek 2027. 'Vit peseurt disoc'h? Amañ 'mañ dalc'h. E 2021 'oa bet lakaet diaes Stad Bro-C'hall gaozen d'ar mod 'neus renet he folitikereh a enep an nitrat…. 

Kaset 'neus Dour ha Sterioù Breizh Stad Bro C'hall dirak al lez varn melestradurel gant daou rekour: unan evit diskouezh ne ra ket Stad Bro C'hall e labour keñver politikerezh da stourm eus an nitrat ha eus saotradur an dour, ha goulenn 'ra ar gevredigezh da wareziñ ar sterioù 'vo kondaonet Frañs da baeañ muioc'h 'vit 3 million a euroioù 'vit repariñ ar gaou moral hag en dro gouzanvet gant Breizh.

Pauline Kerscaven, kargadez a gehentiñ gant Dour ha Sterioù Breizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio