àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar Vro, d'ar meurzh 11 a viz Hezhrev, da 8e30 vintin

Keleier ar Vro, d'ar meurzh 11 a viz Hezhrev, da 8e30 vintin

Energiezh : ur " skoed ar prizioù " evit ar strollegezhioù lec'hel ivez

E fin ar sizhun e voe dalc'het Kroashent Kumunioù Penn-ar-Bed. Dominique Kab, prezidant kevredigezh maered ha maerezed Penn-ar-Bed, a lâr e soñj AZE.

Un atersadenn gant Erwan Blanchard.

 

An diskouezadeg "Celtique?" : lizher istorourien Roazhon 2 na respont ket da arguzennoù an enklaskerien war ar brezhoneg

Herve Bihan hag enklaskerien·ezed all al laboratouer C'heltic-BLM, o deus respontet en ur pennad embannet war ar media "Penn-bazh". Selaouit anezhañ AMAÑ.

Un atersadenn gant Anton Burel.

 

Ha da vezañ klevet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :

 

- Ur Stad spontour eo Rusia, eme Gyiv.

- N'hello den beviñ ken e kornioù 'zo deus ar bed, dre benn d'an amzer domm, a embann an ONU.

- Kazi 9 000 embregerezh a zo en em gavet gant un diouer a argant e pad an hañv.

- Dec'h 'n eus ar Vodadeg Vroadel kroget da studiañ ar raktres budjed evit ar bloavezh 2023.

- Hiraet eo bet al luskad harzh-labour e ti ToalEnergies hiriv c'hoazh

- Ober a ra e sac'h ar Stad Brestois da e c'hourdoner.

 

Keleier kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio