An diskouezadeg "Celtique?" : lizher istorourien Roazhon 2 na respont ket da arguzennoù an enklaskerien war ar brezhoneg
Kenderc’hel a ra an trubuilhoù e Mirdi Breizh. E penn-kentañ ar sizhun dremenet zo bet embannet un destenn gant 30 istorour e Skol-Veur Roazhon 2, a zo a-du gant sell Mirdi Breizh war an diskouezadeg anavezet « Celtique ? ». Anveet eo kevrenn istor Skol-Veur Roazhon 2 evit difenn sav-poent ar vroadelouriezh c'hall pa vez komzet deus istor Breizh. N’eo ket o sell war an diskouezadeg souezhus neuze. Pezh zo souezhus gant testenn an Tempora Labo, laboratouer istorourien Roazhon 2, eo ar fed n’o deus ket respontet d’an arguzennoù zo bet lakaet war wel gant an enklaskerien arbennikaet war ar sujed-se. An deiz war-lec’h zo bet embannet un destenn er media " Penn-bazh " gant Celtic-BLM, laboratouer nevez enklaskerien ar gevrenn vrezhonek-keltiek hag enklaskerien a labour war ar minorelezhioù. Herve Bihan zo kelenner er skolioù-meur, rener kevrenn ar brezhoneg e Roazhon 2 hag ezel deus al labo CELTIC-BLM. Displegiñ a ra deomp e sav-poent war an diskouezadeg « Keltiek ? »
Gall a rit mont da weladenniñ an diskouezadeg e mirdi Breizh evit ober ho soñj betek ar bevar a viz Kerzu. Gall a rit ivez lenn testenn al labo CELTIC-BLM war lec’hienn ar media « Penn-bazh ».
Un atersadenn gant Anton Burel.