àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ec'h a da vezañ start ar goañv evit al labourerien-douar !

Ec'h a da vezañ start ar goañv evit al labourerien-douar !

Abred eo bet lañset an eost evit ar bloaz gant amzer domm ha sec'h. Ha dizingal eo kalite an edeier diouzh ar broioù. E kornôg Breizh eo gwelloc'hik ar jeu evit e reter ar vro, e-lec'h ma oa erruet re abred ar gwagennoù tommder. Ha bet disteroc'h randamant ar parkeier blam da se. Evit a sell an eost n'eus ket da glemm e pep lec'h met bepred e c'hallfe bezañ start ar jeu evit al labourerien-douar er mizioù a zo o tont en askont d'ar c'hargoù o kreskiñ dre vras... Selaouomp Gwilhom Ewen, a ra laezh hag ed e Berlewene, e-kichen Lannuon.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio