An adlodennañ e Breizh gant Léandre Mandard
« Devezh ar c'hleuzioù » a vo ba Sant-Nigouden, e kreiz Breizh, disadorn !
Da heul un devezh kentañ bet e Speied e miz Even zo en em vodet en-dro meur a gevredigezh da lakaat war droad un darvoud all da soursial muioc'h ouzh pinvidigezh an argoad. Pourmen a-hed ar c'hleuzioù da heul animatourien natur a vo kinniget d'an dud. Met ivez en em soñjal war ar mod da stourm enep ar girzhier a vez diskaret c'hoazh. E-mesk an dud pedet da gas ar brezegenn-diviz e vo an istorour Léandre Mandard, a zo gant un dezenn diwar-benn istor an adlodennañ e Breizh hag ar stourmoù a zo bet enep dezhañ. Sikour kompren istor an adlodennañ a-benn skoazelliñ an dud a zo hudu-an-deiz oc'h esa diwall ar c'hleuzioù, setu ar pezh a vo kinniget gant Léandre.
Un atersadenn gant Tomaz Laken.