àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar brezhoneg en ur geriadur ar yezhoù en dañjer

Ar brezhoneg en ur geriadur ar yezhoù en dañjer

Klevet vo komzoù brezhonek gant ur geriadur Stadoù-Unanad. Al "Living Dictionnaries", pe ar Geriadurioù Bev, a zo un dastumad komzoù enrollet en ur bern yezhoù en dañjer dre ar bed. Ur raktres douget gant "Ensavadur ar yezhoù Bev evit ar Yezhoù en Dañjer", pe « The Living Tongues Institute for Endangered Languages ». Honnezh zo ur gevredigezh deus ar Stadoù Unanet, hag a glask stourm enep marvidigezh ar yezhoù.

Bernez Rouz, prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, a lar deomp penaos eo en em gavet da labourat ganto.

 

N'eo nemet a-benn un nebeut sizhunvezhioù ac'hann e c'hello ar c'homzoù bet enrollet gant Bernez Rouz e studioioù Dizale bezañ klevet war al lec'hienn Living Dictionnaries. Da c'hortoz e c'hellit mont da welet war lec'hienn internet The Living Tongues Institute for Endangered Languages da c'houzout hiroc'h war an holl draoù vez graet ganto. Al liammoù AMAÑ hag AZE.

 

Un atersadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio